Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/338

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 322 -


   E-man en-han ar Vadeziant,
Ann Nouenn hac ar Zacramant ;

   Rac e-man en-han ann Nouenn,
Prest da rei d’ann nep hi goulenn...

   P’oa ’n ter Vari ’vont gant ann hent,
Hi o rancontr eur plac’h iaouanc :

   — Dalet, plac’h iaouanc, ur mouchouer,
E-man en-han goad hon Zalwer ;

   E-man en-han ar Vadeziant,
Ann Nouenn hac ar Zacramant ;

   E-man en-han zur ann nouenn,
Prest da rei d’ann nep hi goulenn ;

   Ha na it ket d’ar stang gant-han,
Rac goad-hon Zalwer ’zo en-han !

   ’R plac’h iaouanc na deus ket sentet,
(Calz a re all na reont ket),

   D’ar stang gant-han hi a zo êt,
Ar stang gant-hi ’zo dizec’het ;

   Ar stang gant-hi ’zo dizec’het,
Hon Zalwer ’zo apparisset ;

   Hon Zalwer a apparïssas,
’R mouchouer digant hi ’lammas :

   — Daman, plac’h iaouanc, ’r mouchouer
E-man en-han goad hon Zalwer ;

   P’oa ar mouchouer d’ac’h roët,
Dor ’n Ifern ’ndan-oc’h ’poa zerret ;

   Dor ’n Ifern ’ndan-oc’h ’poa zerret,
Dor ’r Baradoz uz d’ac’h digoret.

   P’e ’r mouchouer diganec’h lammet,
’N Ifern ’ndan ho treid zo digoret ;

   ’N Ifern ’ndan ho treid ’zo digoret,
Ar Baradoz uz d’ho penn zerret !


____________