Daoust petra a zo a newe,
Mar e-man ar bobl war vale ?
En Bethlehem, hon eus clewet,
Zo eur mabic newe c’hanet,
Laket er bed, d’he repozin,
Gant he vamm, ar Werc’hes Vari.
’Vel ma teu ann noz da dremenn,
’Vel ann heol a-dreuz eur werenn,
Ec’h ê gânet, hep offansi,
Jesus, en poul-calon Vari ;
Mari, hep coll he furete,
A zo mamm da wir vab Doue ;
Pried ê d’ar Speret-Santel.
Gloar da Vari, Gwerc’hes fidel !…
Eur steredenn gaër ha brillant
Apparissas en Oriant ;
Eur steredenn a gondue
Da Vethlehem ann tri Roue.
Ann tri Roue a lavare
Da Herodès, nac ha neuze :
— « Deus ganimp eta, Herodès,
D’adori mabic ar Werc’hes ! — » …..
N’oa ket ho gir peurachuet,
C’h ê ’r steredenn disparisset…..
En Bethlehem p’int arruet,
Na d’ann douar ec’h int stouet ;
Ec’h int stouet war ho daoulin
Da adori hon Mestr divin ;
Ha, gant ar joa defoa out-han,
Commansjont ho zri da oelan,