— Ma merc’hed ’zo êt da gousked ;
Ken a vo dez na zavfont ket,
Met Berta ’zo war ann oalet,
Honnes a peo, mar keret.
N’oa ket ar gir peurachuet
Nac ar Werc’hes ’zo arriet :
— Bertet, Bertet, goure ma mab,
Me roïo dit eur gopred mad ;
Zantes er Baradoz a vi,
Da oel a vo ’roc d’am hini.
— Penoz ’c’h alfenn ho sicouri
Ha me n’am eus met bete ma as-dorn ?
N’oa ket e gir peurachuet,
Brec’h ha daouarn defoa Bertet ;
Brec’h ha daouarn defoa Bertet
Coulz ha hini he c’hoarezed.
Na ’bars er c’hraou p’oant arriet
Bertet neuze deveus laret :
— N’oa ket e gir peurachuet,
C’huec’h pilad coar ’zo allumet,
Ha war lerc’h c’huec’h ez oa daouzec,
Rac beza oa loar ha stered ;
Rac beza oa loar ha stered
Da c’henel Redemptor ar bed.
Creiz tre ’n ijen hac eun azen,
Mesq eun dornad bihan a foënn ;
Mesq eun dornadic a foënn glaz
Ez eo ganet ar Messias !