Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/324

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 308 -


NOUEL BERTA
____


   Piou ê ar plac’hic ’c’h a gant ar ru,
Gant he mantel c’hlaz, he brozic ru,

   Hac hi o kerzed ken diread,
He c’horf ganthi beteg he lagad ?

   Mari Jouassin rer anezhi,
Ha Zant Joseb a zo ganthi,

   Ha Zant Joseb a zo ganthi
Conductor d’ar Werc’hes Mari.

   ’N ti ann den cruel p’int arruet,
Goulenn da lojan hi ho deus grêt.

   — Leun ma c’hambrjo ha leun ma zi,
Bemdez, deuz a dremeneri,

   Bemdez, deuz a dremeneri,
Ha na vefet ket lojet, Mari.

   Beza ’n efoa eur mab cloarec,
Na d’he dad hen eveus laret :

   — Allas ! ma zad, c’hui ’zo manket
Na pa n’ho peus Mari lojet.

   — Na ma na teus truez outhi,
Kerz war he lerc’h ha distro hi,

   Kerz war he lerc’h ha distro hi
Hac hi laca er marchossi.

   Er marchossi p’int arriet,
Mari da Joseb deus laret :

   — Joseb, Joseb, hastet buan,
Deuz ar merc’hed clasket unan,

   Clasket unan deuz ar merc’hed,
Rac ma foaniou a zo cresket.

   En toul ann nor p’ê arriet,
Na Joseb hen eveus laret :

   — Laret deus Mari d’in donet
Da glasc unan deuz ho merc’hed.