Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/316

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 300 —


   Ha te allo mont ganthi eun tu da goste ’n ôd,
’Wit goûd ha te a gafo eul lestr bennac war flod,

   Ha pa ’s pô cavet unan, te allo ambarcan :
Petra oûfès da ober, martolod, er vro-man ?


____________



NA GEMERRET KET MARTOLODO
____


   Tudo iaouanc da dimezi,
Tosteit aman, m’ho kelennin.

   Mar dimeet, ’vel ma leret,
N’ gemerret ket martoloded !

   N’ gemerret ket martolodo,
Pe deuz a chagrin lod a pô.

   Pa ve groeg ’l labourer ’n e guele,
Ve groeg ’r merdead war vale.

   Na pa deu ’n awel da c’houezan,
’Teu he c’halonic da ranna ;

   ’Teu he c’halonic da ranna,
He goad ’n he goaziou da ienan.

   Dont ’ra tamm ha tamm da doull ann nor ;
— « Oh ! gwassa bar tourmant a dior ! »

   Ma vijenn perc’henn da bemp cant scoet,
Me a ouije piou da gemerred !

   « Ma vijen perc’henn d’eun danve braz,
Neuze, ma mignon, me rafe ma choaz :

   « Na me a choazfe mab an ti mad,
A ouije hac arad ha plommad ;

   « A ouije hac arad ha plommad,
Ha ’bars en he graou ’vije zaout mad.