Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/314

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 298 -


   Ann hini goz, a glewas, deus d’ezhan lavaret :
— Oh ! ia, martolod iaouanc, ia, lojet a veet ;

   Roït d’in ho balijenn, ho aour hac ho arc’hant,
’Samblès ganimb c’hui goanio, breman zouden vatant.

   Ann den-man, n’ê ket abof, zo êt da azean
’N kichen ar vroeg a eured, er scabel huëllan.

   Pa oant ouz tôl o coanian, hen eus bet goulennet :
— Da vêt ar vroeg a eured ez in-me da gousked ?

   Unan deuz ar mewelienn, hen eus d’ezhan lâret :
— Tawet, martolod iaouanc, na drouc-comzet c’hui ket ;

   Tawet, martolod iaouanc na drouc-comzet c’hui ket,
Ar plac’h hirie eureujet ouzoc’h n’apparchant ket.

   Ann den-man, p’hen eus clewet, ’zo zavet en he za,
Hac a gommans da ziscour gant he dous Francesa.

   — Leret-hu d’in, Francesa, Francesa, ma dous coant,
Petra ’c’h eus grêt gant ’r oalen ha gant ann diamant ;

   Petra ’c’h eus grêt gant ’r oalen ha gant ann diamant
Am boa laket war ho piz, ouz tôl ar zacramant ?

   Francesa, p’hi deus clewet, em laca da oélan :
— Otro Doue, ma Doue, petra rin-me breman ?

   Otro Doue, ma Doue, petra am eus me grêt ?
Da eiz heur oan intanvès, breman ’m eus daou bried :

   Da vêt pini anezhe ez in-me da gousked ?
Da vêt ma hini kenta am eus c’hoant da vonet.

   Pa oa debret ho c’hoanio, hen deveus bet lâret :
— Eur c’harto pe eun dinso ra vezo digasset ;

   Eur c’harto pe eun dinso, ’wit goûd piou a gollo ;
Ann hini a c’honeo gant ar plac’h a gousco !

   Pe deus ganin, labourer, duman war ar ieot glaz,
Da c’hoari eun tôl cleze, pe ’tramant eun tôl baz ;

   Da c’hoari eun tôl cleze pe ’tramant eun tôl baz ;
Ewit eun turgner-douar n’ ket ewit-on c’hoaz !

   Eguile, p’hen eus clewet, d’ezhan ’n eus lavaret :
— Mar dê honnès da bried, te all hi c’homerred !