Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/296

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 280 -


   Nann, n’hen cafer ket er marc’had,
Da brenan zac’had ha zac’had !

   Caër ’zo hen clasq, n’hen cafer ket
Da brena en neb lec’h er bed. »

   Ar c’habitenn a lavare
D’he vartoloded en de-se :

   — « Casset ar plac’hic-man d’ar gêr,
Rac me na on ket eur preizer ;

   Eur preizer biscoaz na on bet,
Ha na vin bikenn, me a gred ! »

____________



MARTOLODED ANN ORIANT
eil gwez
____


   En Oriant ’zo nem gavet
Eur vatimant carget a ed ;

   Eur vatimant carget a ed ;
Deut hol, merc’hed, hac hi gwelfet.

   — Merdead, pegement ann ed ?
— Seiz livr, itron, am eus cavet ;

   Seiz livr, itron, am eus cavet ;
Deut war ar pont hac a welfet.

   Ar c’habitenn lâras neuze
D’he vartoloded, en de-se :

   — Boutit d’ar franc, martoloded
Eur plac’hic coant am eus tapet.

   Ar plac’h iaouanc a lavaras
D’ar c’habitenn, pa hen clevas :

   — Clevit, me ’zo merc’h d’eur baron,
Na gouscan ket gant pôtr goudrôn ;

   Me ’zo merc’h eun den a enor,
Na gouscan ket gant tud a vor ;

   Me a ’zo merc’h d’eur c’huzulier,
Na gouscan ket gant eur preizer !