Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 274 -


   En he c’herc’henn ê bet lampet,
Ar plac’h kerkent a zo marwet.

   Neuze, d’eur mewel oa gant-han,
Hac a lârer Pierr anezhan :

   « Pierri, ma mewel, zent ouzin,
« Comer ma c’hleze, gra ouzin !

   « Setu aze ma hol arc’hant,
« Ive ma hol accoutramant !

   « Kerz d’ar gêr ha lar d’am c’herent
« A vin marwet er regiment ! »

   N’ oa ket he c’hir peurlavaret,
En he gic’henn ec’h ê marwet.....

   Ha setu eun intanv coz grêt,
Ann noz kenta deuz he eured.


Marc’harit Fulup.


____________



ZON MARTOLOD
____


Pa vec’h-c’hui, ma mestrezic,
’N eur guele, cousket mad
Me a ve, ma mestrezic,
O lavigan, ’n eur vag.

Pa vec’h-c’hui, ma mestrezic,
Dre ann assambleou,
A ven-me, ma mestrezic,
O paean ma gueliou.


Marguerite Conna. — Pludual, août 1889.


____________