Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/280

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 264 —


      Met arru ez eo ar mandat,
      E-touez ar bôtred vad
Da dennan d’ar billet, en faveur ar Roue
Doue da gonzolo neb a digwezo d’hè !

      Na pa oamb en kêr assamblet
      Eun tri c’hant a bôtred,
Eno oa hirvoud, chagrin ha melconi,
Da c’hoûd piou vije zoudard ’wit parrouz Loguivi.

      Pa oan er gambr, prest da dennan,
      Me o commans crenan,
O sonjal em chalon, em speret,
A vijenn zoudard, ha gwir am boa sonjet.

      Pa oa digwêt ar billet d’in
      Ha me da déplorin,
O gwerc’hez Vari ! digwêt ar ballet d’in,
Setu me conscrit ’wit parrouz Loguivi !

      Roët oe d’imp eun tam conje,
      ’Wit mont d’ar gêr neuze,
Da lâret adieu, kerent ha minoned,
Ha da gimiadin digant hon mestrezed.

      — De-mad d’ac’h-c’hui, ma dous Mari,
      Digwêt ar billet d’in ;
Arru ann amzer ma vo ret ho cuitad,
Hac ho tilêzel, marteze ewit mad !

      — Ha possubl ve, ma zervijer,
      Ve collet hon amzer,
Hac hon joaüsted troët ’bars en glac’har !
Me garje bezan ’n creiz calon ann douar !

      — Mari, na lavaret ket se,
      C’hui c’heus ho liberte
Da choas ho tezir, en parrous Loguivi,
Ha me ’zo breman dindan ho damani.

      ’N ker’liès plass ma valein,
      Am bô zonj a Vari ;
Na noz na de na iei deuz ma speret,
Pa sonjfet ’n neubeutan, me deuio d’ho kweled.

      Mari, en ho hol bedenno,
      Bezet zonj ac’hanon,
Ha ma retornan c’hoaz d’am bro birwikenn
Me dalvo d’ac’h-c’hui en kefer eur c’hristenn.