Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/276

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
- 260 -


POTR HE VLEO MELON
____


Mab eun itron a Lannhuon
      la la,
’N eus eur pennadic bleo melon (bis)

’N eus eur pennad bleo melon-coar,
A dap d’ez-han bet’ ann douar.

’Boue ouspenn bla na int crennet,
Met er bla-man a vont touzet.

Met er bla-man a vont touzet,
Nac a-benn tennan d’ar billet.

’R rouè Charlès ’n eus commandet
Creski ho fae d’ar zoudarded ;

A zaou wennec ha daou liard,
Cresco he bae da Iann zoudard !


Mac’harit Fulup


____________