Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/268

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 252 -


SON AR PATATÊS
____


   Mar aljenn goûd ar fesson, am bije composet
Eur chanson ’vit elogi ann trevad binniget
Pehini doug ann hano dimeuz a batatès,
Recour ar bopl en entier, en kêr ha war ar maës.

   Gant-ho e larder mooc’h, ar saout hac ar c’hezec,
Ann dud diou wez bemdez ’vit pansion reglet.
Enaouet em gavfemb, gant deizio meurlargez
Tremen hep patatès, da noz ha da greiz-de.

   Em gonzoli a allomp, rac pa vô tremenet,
E teuio ar c’hoaraïs, hac e vefont peillet,
Diou wez bemdez, en plasou, ha ter, en plasou all :
Pasq d’he goulz a arruo, en amzer ordinal.

   Eun amzer a blijadur ’r chenchamant soubenn,
Hac eur foeltrenn kig-sal gant eur batatezenn ;
C’hui rei nerz ha courach d’ar paour keiz labourer
Da labourad ann douar, ma vô patarès caër.

   Netra na eus en douar a brodu evel-t-he ;
’Benn ma van ar re goz, hec’h arri ’r re newe.
Na ouffenn reï d’ez-he a gaeroc’h elojou,
P’ê gwir lacan ’nezhe mestr ann trevad er vro.

   Gwez-all oa ar gwinis estimet ar muian ;
Breman ê ar patatès a c’hone warnezhan.
Araoc ve mad ar gwinis, a renker hen crazan ;
Ha pa rafe glao, awell, pa ve ’r c’houlz d’ho zennan,
Hech aller ho fare ha dont d’ho sovetad,
Hac ann ed, pave gloebiet, na ra ket a voued mad.

   Me ’m eus clewet eun den en hent o lavaret
Hen doa laket patatès, bars en plass eur c’hant ed,
Pa deuer d’ho zenna, lacad ho charread,
Hen eus bet da denna nao dumporellad vad.

   Mar caret, e lavarfet e contan marvaillou ;
Hol dud ma zi ’zo contant da vonet da destou,
Hac am eus tri mevel hac ive diou vatès,
Hol ho deus zicouret lojan ar patatès.