Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


ANN TIÈGEZ MAD
SONIC DANZ
____


Bars ar gêric, traon ar mene,
   Laverdura dondenno !
Ema ma douz, ma c’harante,
Laverduron, diron don don, la verdura dondenno !

   Me ielo d’hi gwelet fete,
Met ma c’halonic a vancfe.

   — Demad d’ac’h-c’hui, minorès kez,
Setu me deut d’ober al lez ;

   D’ober al lez ha d’ho coulenn
Da veza war-n-on gwir berc’henn.

   — Petra a rafac’h ganin-me,
Ha me n’am eus ket a leve ?

   N’am eus na ti, nevez na coz,
Na goûd pelec’h monet en noz [1].

   — N’ê ket balamour d’al leve
A teuan d’ho cuelet bemde ;

   Met abalamour ma ’z oc’h coant,
Ha ma plijet d’am zantimant.

   Gwelloc’h eo carante ’tre daou,
’Wit na eo mado leiz ar c’hraou.

   Gwell eo carante, leiz ann dorn,
’Wit na eo mado leiz ar forn.

   Mado a deu, mado hec’h a,
Carante nepred na guita.

   Me n’estiman man eun oac’h tiec,
Mar na sav kent ewit he wreg ;

   Sevel diou, ter heur, ’rog ann de
Lezel he wreg en he guele ;

  1. Var.: Na guele, da gousket, en noz.