Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 224 -


   Ha te, Kemener, ’zo indan,
Sao al lec’h-se, prompt ha buhan,
Ma dillad ann du d’ho helkennou (?)
Zo dibarfoeltret a beziou.

   Gwell’ ve gant ann dud ober waz
Eget na ve redec en noaz.
Sao al lec’h-se, ha deus d’as ti,
Digor ê dor ann hosteleri.

. . . . . . . . . . . . .
   — Me ’zo Serjant, na vankinn ket
War he saout ha war he gezec,
Mar hen eus loened en he graou,
Euz a dri, me em bezo daou,

   Hac euz a c’huezec, em bô nao ;
Mar chom seiz gant-han, vezo brao.
— Ha me, eme ar Meliner,
Hen laco da goll he amzer.

   Me hen digasso d’ar velinn,
Euz ann noz, kae euz ar mintinn,
Hen dalc’ho eno, bet ann noz,
Raï’ d’ezhan gwall c’hobr ha bleud groz.

   Ha me, eme ar C’hemener,
Pa ’z in gant-han da choaz mezer,
El-lec’h seiz goalenn a vô rèd, ’
Me a reï d’ez-han prena dec,

   Hac am bezo diou ’vit ma c’hont,
Alies ter, hep aoun na spont. . .
. . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . .


Iann Guyomar, eus Duault.


____________