Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 222 —


   Ha prometti da Bipi-gouer
’Vo didommajet gant amzer.
— Hac hen a vezo c’henc’hamant,
Goude kenlies a sermant ?

   — Ia, epad eur pemzec dewez,
A vô grêt gwell’, ar c’henta gwez,
Met pa santo ’vô marw ar brud
Euz anezhan, en mesk ann dud,

   E troï eun tammic he escop,
Hac e cresko ’n tam en he c’hobr,
’Reï eun tam zoa d’he wenterès,
D’ober bleud groz d’ar vagerès.

   — Na pe seurt chanson ve canet,
Pa ve ann tri den-man marvet ?
— Selaouit, me ’c’h a d’hi c’hana,
Setu aman ar psalm kenta :

   « Marv ar serjant, binniget ann heur !
« Ar meliner, ar c’hemener ’zo êt d’he heul. »
— Na pelec’h ez int-hi êt ho zri,
Pa n’ho weler mui’ en hosteleri ?

   — Ann dewarlerc’h m’int decedet,
Oant gwelet ho zri en noaz o redec.
— Gant petra oant ken spouronet,
M’oant gwelet en noaz o redec ?

   — Lucifer, prinz ann drouc œlez,
A oa out-he ken didruez ;
Me n’oûn penaoz e cavjent’ den
Na d’ho souten na d’ho c’helen.

   Sao, serjant, sao-te al lec’h-se,
Na fell da zen paea da dle ;
Carget ê ar bed a laeron
Er c’hoajou hac en hentjou dôn.

   Ha te, Meliner, deus war-he-lerc’h,
Da val’ ar gwiniz hac ar c’herc’h,
Brema ’zo unan er velinn ;
’Zo eur fripon hac eur c’hokinn,

   Hac a ve mezv, seiz dez ar sûn,
A-dal ar sadorn, bet’ al lûn ;
Mar ’c’h e da c’hobr ganid, gwez-all,
Gant heman ’c’h a daou gement-all.