Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/228

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 212 -


   — Me na n’ on mui Margodic wit na out-te Robard,
Me eo ar vilinerès, ha te ’zo eur paillard !

   — ’Trô Doue ! ’me ’r miliner, me eo ann trompletan,
Am eus kerc’het ma mewel ewit ma doganan !

   — Hac ann Diaoul, emezhi, a oa en toul da c’houc :
Mar na oas-te ket dogan, ewit breman hec’h out !

   Me ’c’h â breman da Gallac, pe d’eur gêr bennaket,
Da brenan d’am matezic eun habit violet ;

   Da brenan d’am matezic eun habit violet,
D’am mewel am bô eun tog, ha d’am goaz eur bônet !


____________