Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/226

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 210 —


AR MILINER HAC HE VATÈS
____


   Didostat da glewet hac e clewfet canan
Eur zonic divertissant, ’zo zavet er bloaz-man,

   Grêt d’eur miliner iaouanc hen defoa bolante
Da gousked ant he vatès, — consideret en ze !

   Ar miliner a lâre, eun de ’oe, d’he vatès :
— Mar cares dont er vilinn da gousked eun nozwès,

   Me ray dit en arc’hant gwenn pewarzec pistolet,
Ha, mar na ves ket conrant, eun habit violet.

   Margodic a lavare d’he mestrès, en de-se :
— D’in-me a zo prometet cant scoet deuz ho leuve ;

   Na cant scoet deuz ho leuve a zo d’in prometet,
Ha mar keret ho gônid, d’ec’h-hu ez int gleet.

   — Penoz ’ta, eme ar vroeg, hec’h alfenn ober ze ?
Robardic, deuz ma c’homzo, ma mouez anavefe.

   — Eur marc’had divizion etrezomp a zo grêt :
Hen a barlanto ouzoc’h, na larfet gir a-bed.

   Robardic a lavare d’he vatès, an noz-se :
— Deuz ho kened, Margodic, eur joa vraz am eus me ;

   Deuz ho kened, Margodic, me am eus eur joa vraz,
Ha, pa ve ’n tan er vilinn, me n’ rafenn ket a gâz !

   Kement a gontantamant am eus deuz ho kened,
Ken a garfen-me warc’hoaz douarin ma fried !...

   Robardic a lavare d’he vewel, en noz-se :
— Ma mewellic, emezhan, zaves-te a lec’h-se ;

   Na zaves-te a lec’h-se, ha deus duman timad,
Davont da vêt ma matès, me ’m eus hi faët mad.

   Ar mewel a lavare d’ar vatès, en noz-se :
— Euz ho kened, Marodic, eur joa vraz am eus me ;

   Euz ho kened, Margodic, me am eus eus joa vraz,
Ha pave ’n tan er vilinn, na rafenn ket a gâz !