Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 208 -


   Me na eo ket o cousked a ran ma zollio caër,
Me a zo bet en noz-man gant merc’h ar miliner,

   Hac am eus bet diganthi eur roched lienn moan,
Ia, ha crampoès üoët ha lès caoulet d’am c’hoan.

   — Jarni ! me ar meliner, terrupl out iffrontet,
Goude da ’fallagriach, mar deo gwir da lâret,

   Ewit ma mez, emezhan, dont c’hoaz da gontan d’in ;
Breman am bezo rèzon deuz da iffrontiri.

   Ar vroeg, gant al labourer, ha da zevel he mouez :
— Foei ! penoz, ’mezhi, breudeur, n’hoc’h eus-hu ket a vez ?

   — Para ! ’me ar miliner, aze hec’h out ive ?
Mâleur d’ann hini dapin, pa golfenn ma buhe !

   Ann neb welje ar c’hloarec hac he vreur labourer,
Ho dillad tre ho diou-vrec’h, o fourcan dre ’r rivier,

   Hac hi en noaz o redec, nemet ho rochedo,
Heb clasq na tog na bonet, na boto, na lêro !...

   N’hoc’h eus micher da c’houlenn, eure ar miliner
D’he vroeg ha d’ar bennherès, dansal, hep caout zoner.

   Arajin rê ’r miliner, o welet e oa bet
Al labourer, en noz-se, er guele gant he vroeg.

   C’hoas e peas boutaillad ar paour-kès miliner
D’ar c’hloarec, evit tewel, ha d’he vreur labourer.

   En amzer he vroeg kentan, hen efoa bet brud vad :
Den a-bed na c’houll clewet a ve hanvet danvad.


____________