Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

      Pa zavas deuz he guele,
A distagas ar banor hac hen loscas da vale.
      Ha ma ’n efoa da dremenn
      Dre ru ar gigerrienn :
      Daro oa d’ar paour-kès noaz
      Beza debret gant ar chass !


____________



AR C’HLOAREC HAC HE VREUR
LABOURER
____


   Distoufet ho tiouscouarn, na da glewet eur zôn,
Pehini ’zo bet zavet, n’hen da ket hep rêzon ;

   ’Zo grêt d’eur c’hloarec iaouanc ha d’he vreur labourer
Ho deus plantet eur rozenn en ti eur milinet.

   Mamm ann daou bôtr dizoursi a oa eun intanvès
Hac ho c’hassas d’ar vilinn, goude coan, eun nozvès ;

   Na ma laras d’ar c’hloarec : « Blamit ar miliner,
Rac ouz a bep eureuvel ’c’h a ganthan ann anter. »

   Pa arrujont er vilinn, hac hi goulenn malan,
« Mar plij ganec’h, emezhe, ewit hon oblijan. »

   — Pe-seurt ê ho sac’hadou, eme ar miliner ?
— Ed-du, eme ar c’hloarec, ha neuze eureuvel. »

   P’hen defoa ar miliner laket ann ed er gern,
Hec’h ês ar c’hloarec dindan, al labourer war-benn,

   ’Wit ampich ar miliner da gass ganthan he droet.
Setu kenta finesse a eure ar c’hloarec.

   Pennherès ar miliner, diouz he vroeg kentan,
c’halwas he zad en ti, hac a laras d’ezhan :

   — Ho ! bezet sonj, emezhi, pa valfet ann ed-du,
Beza bleud d’ober crampouz, mar cavet lec’h pe du.