Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/212

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 196 -

Ha ractal pa ’c’h on antreet,
’Ndan gap eur wrac’h on nem guzet,


ar c’hure


Cont d’in-me ’ta da bec’hejô,
Ha lès d’in-me da ziscourio.


ar serjant


Kemer ’rer ganin troad ar groaz,
Casset on maës a dôlio baz.
Deuz ar verret p’on sortiet,
Ann Diaoul am eus rancontret ;
— « Mar cares gilaou dom Gilès,
« Gilaou dom Fulup mar cares,
« N’ c’honeï ket, epad nao miz,
« Peadra da spahan eur wiz.
« Breman, ’mez-han, ewit ann hanv,
« ’Vô dillad war ’r c’harz o sec’han :
« Kemer eur c’hoeff, eur mouchouer,
« ’R gotillonenn, eun davanjer ;
« Gwerz anhê hac es pô arc’hant.
« Hol ec’h int mad ’wit eur serjant !
« Breman, ’mezhan, ewit ann hanv,
« ’Vô kezec en hent o peuran ;
« Be zur demeuz eur gabestrenn,
« Ewit hi lacad en ho fenn ;
« N’em abuz ket de efan dour !
« Ho gwerz d’ar c’hentan marc’hadour ;
« Deuz anezhe as’pô arc’hant ;
« Hol ec’h int mad ’wit eur serjant !
« C’hoas mar cares, m’hes kelenno
« Da vezan Zorser bars ar vro.


ar serjant


« O-ho ! mar caries ober ze,
« Ganit d’ann ifern me ’c’h afe ;
« Ganit d’ann ifern me ’c’h afe,
« Hac a vikenn me hes carfe.