Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/198

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —


— Petra larès, pez ifrontet,
Diouscouarn tiforn bec morliwet ?

. . . . . . . . . . .
Ha gant-han he vrago fonz braz,
(Comzet a memp anezhan c’hoas),
Chupenn lost-moan ha toc pomper ;
Met lezomp-han da vont d’ar gêr ;
P’hen defo c’hoant, gant he arc’hant,
A chancho a habillamant.


Marc’harit Fulup.


____________


MARI BEC AROC
____


Na mar oc’h eus c’hoant, mignoned,
D’anaout eur vroeg araoc,
Me ho conduo, pa garfet,
Dirac Mari Bec-Aroc.

Bemde, war-dro eun heur hanter,
E cluch war dreuzo he dor,
Ha kerkent e pic he c’hartier
War eur scaon pe eur gador,
Ha ma red ann hol d’he c’hever..
Ann audians zo digor.

War varlenn Mari a weler
Eur pez foueltren assied,
War behini bemde conter
Ped commer deuz invantet.

Eno conter ped plac’h litous
Ez ia bemdez d’ar c’hafe,
Ped plac’h a deus tri amourous,
Ha ped all ’zo stad en-hê,
Ha ped ozac’h a zo mezwier,
Ha ped a bil ho groage.