Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 178 -


— Da hini te ’zo pôtr faro,
Pa ve ganthan he goz vrago,
Digwêt d’ehan ’beurs he dad coz,
(Ouspenn eur walenn ’zo ’n he fons),
Chupenn lost moan ha toc pomper,
Vel Jilo, ’font da foar Tréger.

Ni ’zo erru daou den oajet,
N’ dougomp ket ar c’hiz ’vel ma ret ;
C’hui zur’ dougo mancho-bago,
Mouchouer betec ho poto,
Bordet diadraon ho lostenn,
Dindan n’ve ket inviz lienn.

— Me na c’hoarve man d’am inviz,
Rac gwenn eo evel eun tapis !
Jilo,gant he borpant lost-moan,
Ha c’hui gant ho bazan toscan,
Ho tavanjer berlij foulet,
’Zo daou bichon brao da welet.

— Brao awalc’h omp-ni da welet,
En qualite domestiked ;
C’hui zur a doug eur manego,
Hac ar voulons war ho mancho ;
Ho chaussono a zo brodet,
Hac ho tud bemde ’clasq ho boed.

— Petra, Anna, ’me Izabel,
N’out ket erru prest da dewel ?
Me a zo scuiz, ha pell a zo,
’Vea pouillet gant louzenno
Me na ven ket pell, ha te gleo,
Nac o tapout crog en hes bleo !

Perc’henn ’n dewez, p’hen eus gwelet
Penos a oant ken malisset,
Hen eus comzet ken familier,
’Wit terri he benn d’ann affer,
Euz ann eil coste d’eguile,
Wit lacad ar peuc’h etrezhe.

Pa defoe debret ho c’hoanio,
Ez eo bet arruet Jilo,
Wit dougen he c’har da Annan,
P’hen doa fleurisset anezhan.