Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 170 -


NOZ AR GUIDONNE
____


Debonjour ha joa, en ti-man,
D’ar vreg, d’ann ozac’h, da genta ; (bis)
Ha goude-ze d’ar verc’h hena.
            Donne,
Noz ar guidonne,
            Donna,
Nimp e dô eun dra.

Nac er c’henta ti ma ’z omp bet,
Eun hanter porc’hel on deus bet,
Man er porz, war geinn ar gazec,
Deut hol e-maës hac hen gwelfet,
            Donnè…

Nac en ti-man ’zo eur vreg vad :
Doue da reï d’ei blavez, mad, (bis)
Tri vab bihan en eur c’hofad !
            Donnè…

Tri vab bihan en eur c’hofad,
Unan Roue, hac unan Pab (bis),
Hac eun all henvel ouz he dad.
            Donnè…

Na nimp ’glev trouz ar ’gontel-gamm,
O troc’ha demp-ni peb a damm ;
Na troc’hit pellic deuz ho torn,
Gant aon e troc’hfec’h ann ascorn.
            Donnè…

Rac ann ascorn, pa ve troc’het,
He c’hadoza na eller ket (bis),
Eur veach ma ve bet troc’het.
            Donnè…

Na nimp’ glev trouz ann alc’houeou,
O tigueri ann armellou, (bis)
Evit reï demp-ni dinerou.
            Donnè…