Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/182

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 166 -


   Peb a bater, peb a ave,
M’aio he ine da Doue.

   Diou varrikennad gwinn-gwenn,
’Vit cano caer veleienn,

   Ha diou varrikenn a winn ruz,
D’ar re ’rei ma c’hanvo d’oc’h-tu,


Plouaret, 1885.


____________



ZON SOUBENN
AL LÈS
____


Sonet ’ta sonerrien,
Sonet, ha sonet cre !
E-man soubenn al lès
O vont war ann trebe.

Pa vô mouguet ann tan
Ha lazet ar goulaou,
Droo ann dud nevez
Deuz ’r memès tu ho daou.

Sonet ’ta sonerrien,
Sonet ha sonet franc
E-man soubenn al lès
O vônet war ar banc.

Sonet ’ta sonerrien,
Ha sonet, sonet slezr !
E-man soubenn al lès
O vônt war ann dâlfèr.