Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/176

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 160 -


ZON AR MEZWIER
____


   Mar peus c’hoant da glewet mizer,
Deût da zilaou zon ar mezwier.

   Me ’m oa pemp cant scoed a leuve,
Tout ec’h on deut abenn an-he ;

   Car, killoro, ha cazec wenn,
Tout ec’h int êt em c’horzaillenn ;

   Eur vuhic vriz, euz ar gwella,
Hac a dije daou lue ar blâ [1] ;

   Nao forc’hel vihan war ma gwiz,
Tout ec’h int êt gant ann hostis.

   Me am eus pemp a vugale,
N’am eus tam bara da reï d’hê ;

   Mes pa rencjenn redec en noaz,
M’am bije gwinn, me evje c’hoaz !

__________
  1. Une autre leçon ajoute les deux vers suivants :

       Eur iaric wenn am boa ive,
    Hac a dewe daou û bemde.