Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/174

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



TOG ANN EFER GIST
____


Me a fell d’in chanch a etad ;
Ann hini ’m eus na n’ê ket mad.
Eramptantouri, touri, touridaine !
Eramptantouri, touri, tourida !

Me fell d’in-me beza toger,
Honnès ê ar gwellan micher ;

Ispicial ’wit ar bla-man,
Honnès ’c’h ê ’r vicher ar gwellan ;

’Spicial tog ann efer gist :
Hennès a ve bepred en risel.

A-wechou cousq e-mès, en noz,
A-wechou all ve paket clos,

En mesc ann tan hac al ludu :
A-barz ve de ’n e chanchet tu.


Ewan Nicolas. — Plourio.


____________