Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/170

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 154 —


ROULOMP HON IAOUANKIZ
____


   Me n’am eus nemet eur blanc,
Setu eno m’ hol arc’hant !

   Kemer me, pe lezel me !
Setu eno m’ hol danve !

   Me n’am eus nemet eur miz
Da roula ma iaouankiz !

   Er miz-ze, keit ma pado,
Nin roulo hac a zono !

   Keit ma pado ar miz-ze,
Nin a danso, noz ha de !

   Dansomp ’ta, Mari Botad,
Ha bouchomp d’ar chopinad ;
 
   Dansomp, pa e-man ar c’hiz,
Ha roulomp hon iaouankiz !


Catherine Renaud. — Pleyben.


____________