Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Mar fell d’ac’h-chui breman clewet
Piou ’n eus ar zon-ma composet,
Eo eur vandenn kemenerrienn,
O wriad indan eun derwenn ;

Faot n’ho doa leaz d’ho merenn,
Rac n’ ho doa bet nemed soubenn.
Merc’hed coant Caudan a fache,
O clewet canan ar zon-me.

Bezet drouc gant neb a garo,
Grêt eo ar zon, canet vezo,
Scrivet,eo d’imb war baper gwenn,
Ni hi c’hano, war bouez hon penn.


Canet gant Perrine Jorgelin.


____________



GROEG PERSON DUAULT
____


   Eur valis vraz hac eun ankenn
A zo etre ar vêleïenn,

   ’Baoue m’ eo lanset ann decret
A rencont caout peb a vroeg.

   Permeti ’ra ann Nation
Hen dô ar person eun itron ;

   Ia, ken gwir ha ma lavaran,
M’hen dô ’r Person Mariannan.

   Mariannan, ar feumeulenn,
C’hui a zougo ar zoutanenn ;

   Labour ho pô, Mariannan,
Da gerc’had dour ha da gannan,

   Da walc’hi ar pec’het mignon
A zo anjandret ’n ho calon !