Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/138

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



   « Well ê Galibod ’n he rochet,
’Wit ar Gludic kigner kezec !

   « Well ê Galibod en he c’hiz,
’Wit ar Gludic, spazer ar wiz !


____________



EUN TOL VIL
____


Gwassa tôl fall ’m oa grêt biscoas
Oa diwiski ma mamm en noaz ;

Lacad eur c’hernio war he fenn,
Ha mont gant-hi d’ann offerenn.

Ann aôtro person a lere,
Er gador zarmon pa bigne :

« ’Trô Doue ! parroissianis,
Arri ê ’n Diaoul en ilis !

— « Gaou a leres, belec infam !
N’eo ket ann diaoul, pa ’c’h ê ma mamm !


Marie Feutren, Kerbors.


____________