Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/128

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 112 -


AR GELDON BRAZ
____


   Pa ’c’h ê ’r Geldon braz da Baris,
Oa pemzec mil scoed ’n he c’houris ;

   Pa ’c’h ê ’r Geldon braz da Baris,
A oa montet ’vel eur markis.

   Abenn ma retornas d’ar gêr,
Oa equipet ’vel eur rouiller.

   Pa oa gant ann hent o vonet,
Eur vagerès ’neus rancontret :

   — Magerès coant, d’in lavaret,
Pe-lec’h ec’h et, pe ec’h oc’h bet ?

   Pe-lec’h ec’h et pe ec’h oc’h bet,
Pe oc’h eus esper da vonet ?

   — N’ on bet neb-lec’h, monet a ran
D’ann hosteleri da lojan.

   — Lâret c’hui d’in-me, magerès,
Na c’hui ac’h eus compagnonès ?

   — Ma c’hompagnonès ’zo neubeut
— Met war m’ inkane a deufet.

   Ar Geldon braz a lavare
’N hosteleri pa arrue :

   — Hostizès, d’in-me lavaret
Ha moyenn ’ve beza lojet ?

   Na digasset d’imp-ni d’hon c’hambr,
Du pain, du vin ha de la viande.

   Dâlet, ’mez-han, hostizès coant,
Ma balisenn aour hac arc’hant.

   N’am emp ezom met eur guele,
Ma mab bihan, ma groeg ha me.

   Ar Geldon braz a gouske c’houec,
Met ar vagers na rê ket.

   Ann de war lerc’h, deus ar beure,
Na kerkent ha ma tarch ann de,