Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/116

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 100 -


   Ha p’hen doa debret hac evet,
Iannic keiz a oele bepred.

   Hac ann Itron a c’houlenne
Digant Iannic, pa hen gwele :

   — Iannic, Iannic, lavar d’in-me
Perac, paotric, ma oeles-te ?

   — Atô, itron, na mar credfenn
Monet en ho cambr, hec’h afenn.

   — Iannic, Iannic keiz, deuz eta.
— Itron, me ho trugareca.

   P’oa Iannic er gambr antreet,
Iannic keiz a oele bepred.

   Hac ann Itron a c’houlenne
Digant Iannic, pa hen gwele :

   — Iannic, Iannic, lavar d’in-me
Perac, paotric, ma oeles-te ?

   — Atô, Itron, na mar credfenn
Mont en ho kwele, hec’h afenn.

   — Iannic, Iannic keiz, deuz eta.
— Itron, me ho trugareca.

   Pa oa Iannic er gwele
Iannic keiz a oele bepred.

   Hac ann Itron a c’houlenne
Digant Iannic, pa hen gwele :

   — Iannic, Iannic, lavar d’in-me
Perac, paotric, ma oeles-te ?

   — Atô, Itron, na mar credfenn
Roït eur poc d’hec’h-hu, hen grafenn.

   — Iannic, Iannic keiz, gra eta.
— Itron, me ho trugareca.

   Ha p’hen doa d’ann itron poket,
Iannic keiz a oele bepred ;

   Hac ann Itron a c’houlenne
Digant Iannic, pa hen gwele :

   Iannic, Iannic, lavar din-me
Perac, paotric, ma oeles-te ?