Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/108

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 92 -


   Reit-hu eur wadegennic d’am mestric bihanna,
Hac eun tam euz ma avu d’am mestrès Louiza.

   Reit-hu eur wadegennic d’ann otrou ar person,
Ha d’ar c’hure, ann Torec, eun tam euz ma joscon.

   Ann arc’hlasker a lâre, pa antree en ti :
— Ma c’hochon am eus clewet a zo lojet ’n ho ti ?

   Ann hini goz a laras, ha ken rust, en he fass :
— Pewar c’hochon ’zo em c’hraou, n’eus hini anhe d’ac’h.

   — Hac unan dindan ar vinz, a lavaras ar plac’h ;
Ma vijec’h eur plac’h honest, na dlejec’h ket hen nac’h.

   Ar person a lavave, indan he surpilis ;
— Hervez ’m eus intentet, ê Goasdoue paotr ar wiz !

   Hervez ’m eus intentet, ê Goasdoue paotr ar wiz,
Ha, hervez ma intentan, gouarner ma ilis.

   Na m’oc’h eus c’hoant da glewet piou ê paotr ar c’hochon,
Ma eo Ervoan Goasdoue, euz a Landebaeron.

   Caër hen defo Goasdoue zevel he enorio,
Laeret hen eus eun alar, fourchet ha killoro ;

   Laeret hen eus eun alar, fourchet ha killoro,
Ha pevarzec re vazo, er gêr a Sant-Malo.

   Ar person a lavare, euz ar gador-zarmon :
— Me ho ped, goazed iaouanc, disket zôn ar c’hochon !

   Me ho ped, goazed iaouanc, disket zôn ar c’hochon,
Neb na ouio hi c’hanan, a c’huistello ann tôn !


____________