Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —


Gant he lost ha gwalen he geïn,
Me raï eur c’har d’ charréad meïn,
   Oh ! ia fad,
   Hac eur c’har mad !

Caon d’am davad penn-gornic,
      Caon d’am davad !


Canet gant Mari Daniel.
Duault.

______________



SONIC AR C'HAVR
____


   Me am boa eur c’havric, eur c’havric coant,
Hec’h e bemde da beuri gwiniz ann Normand.

   Arruas gant-hi ann Normand,
Ha daou pe dri serjant.

   Hac hi cass ma c’havric d’ar prison, da Wengamp.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ma c’havric a oa finn, rez eur brom d’ar barner ;

   Rez eur brom d’ar barner,
Eun all d’al lutanant.

   Ma c’havr dronsas he lost, ’azeas war ar banc,
Ha seoas ho c’hornio en reor ar présidant.

   Ma eas digant-hen daou liarded tacho,
Hac eur gwennegad lezr, da beselia he benso.


Canet gant eur messaër bihan, war Menez Bré,
ar chenta a viz Gwengolo, 1868.

______________