Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —



BAL
____


   Warléné, gant ar c’huignaoua — la, la!
Me ’m boa eur vestres ar c’hoanta.

   he bleo, evel alumettès, — la, la !
A zo el liou dear chiffretès.

   Eun daoulagad '’o en he fenn — la, la !
’Vel eur bern coc’h en eul létern;

   War he daouarn ’zo ivino — la, la !
Evel casketten eun ôtro ;

   Dantet caer ec’h é ma mestres — la, la !
He dent zo keit ha percho piz :

   Darn ’zo hirroc’h, darn ’zo berroc’h, — la, la!
Ar ré verra keit ha ma biz.


N. M. A. Braz.
Penvénan.

______________



ANNAÏC
____


— Leret-hu d’in, Annaïc, pe-lec’h ez oc’h-hu bet ?
   Wirlan ! — pe-lec’h ez oc’h-hu bet ?

— Nac en ti ar guiader, hac o steui ma neud,
   Wirlan ! — hac o steui ma neud.

— Leret-hu d’in, Annaïc, ped gwalen ’c’h eus steuet ?
   Wirlan ! — ped gwalen ’c’h eus steuet ?

— Ha na vanc nemet trizec da vont da bevarzec,
   Wirlan ! — da vont da bevarzec.