Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —
ZON AR C’HAZ
____
Me ’m eus eur c’hazic bihan rouz
Ha na re ket nemeur a drouz. [1]
— Gant he dent a wigouro [2],
Jardi vilgo,
Calz a joa
Wigoura !
Me raïo gant he zaoulagad
Eul lunédo da berson Prat : [3]
Me a raïo gant he geïn
Eur c’har da charréad meïn ;
Me raïo gant he galon
Eur music da rei d’ann itron ;
Me raïo gant he eskern
Pemp cant bulzun ’wit ar stern ;
Me raï’ gant he vouëllo
N’ toullad mad a rubano,
Me raï’ gant he dreid a-dren
Eur skeul da bignal en env ;
Me raï’ gant he dreid araoc
Eur vaz iod hag eur vaz ribot ;
Me raïo gant he groc’henn
Bonet d’lacad war ma fenn ;