Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —
— Gwiadéric traon ar woaz,
Deuit da vet-on warc’hoaz,
Da ober dillad d’am c’haz ;
Ha ma c’hi c’hommo en noaz.
Guillemette Plassart. — Er C’hloastr.
(Finistère).
______________
C'HOARIEL ALL
____
Dip ha Dipa, Dipadoup !
Man ma c’haz o néa stoup,
Ha ma iar o néa zéï,
Ha ma c’hog o cana dehi ;
Ann houidi dorn eus dorn
O cas toaz d’ann tiforn ;
Hac al louarn war leïnn ann ti,
Oc’h ober ul lez d’ar gwaï.
PATER NOSTER DIBIDOUP
____
Pater noster dibidoup,
’Man ma c’haz o néa stoup,
Ha ma c’hi war leïnn an ti’
’C’h aoza boued d’ann houïdi ;
Ann houïdi dorn euz dorn
O cass ann toaz d’ann tiforn,
Ha ma mamm war greiz ann hent,
O crial forz war he dent ;
Ma zad coz, en tâl an tan,
’C’houll para a vô da goan :