Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/390

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 334 —


DOM VISANT JANIN
____


   Dom Visant Janin a lâre,
Deuz he goaze, en Coatanhai :

   — laouankiz zo caër, cozni ’zo fall !
Chanchet ann amzer, deuet eun all ;

   Carget ma c’halon a huanad...
Chanchet ann amzer dit, camarad !

   Pa oan-me ’n oad a dric’huec’h vla,
Me oa joaüs, ha lec’h am boa;

   Me oa joaüs, ’bars en peb lec’h,
Na oan ket custum da gaout nec’h.

   Breman ’man ma fenn em gouriz,
Ma zreid em daou-dorn, ma barw griz ;

   Ha ma daoulagad em godel :
Poënt eo da Dom Visant merwel !

   Pa oan me gwech-all en Paris,
Me oa dengentil ha bourc’his :

   Dre ma oan-me eun den puissant,
Aun hol re etad a Visant.

   Pa zonje d’am zud vijen en Rom,
Me vije ’n Taillebourg o chom ;

   Ann aour melenn em godello,
Mui ’wit breman a dinero.

   Iaouankiz ’zo caër, cozni ’zo fall ;
Chanchet ann amzer, deuet eun all.

   Carget ma c’halon a huanad ;
Tremenet ê ’n amzer, camarad !

   Pa glewfet ar c’hloc’h ’n de ma zervij,
Lâret hol peb a De profundis ;

   Lavaret hol devotamant :
— Benoz Doue war ine Visant !


Dastumet en Coatgouré — 2 Gwengolo, 1853.

____________