Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/382

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 326 —


   Nemet sellet dreïst bec ma scoa,
Da gât ar vestrès coant am oa...

   Ma mamm, ma zad p’ho deus goufet,
D’ar studi da Baris ’c’h on casset...

   Na pa oan en Paris o studi,
Digassas ma mestrès lizer d’in,

   Na da donet d’ar gêr ac’hane,
Mar ma c’hoant d’hi gwelet en buhe ;

   Da donet d’ar gêr prontamant,
Ma weljen beo ma mestrès coant.

   Ha me o paca ma levrio,
Hac o vont en trezec ma bro.

   Pa oan o vont gant an hent braz,
Clewis ar c’hleïer o sôn glas ;

   Clewis ar c’hleïer o zôn glas,
Tôliou bihan ha tôliou braz;

   Clewis ar c’hleïer ’zôn canvo,
D’am mestrès coant a oa maro.

   Pa antreis ebars ann ti,
Oa ar belec ouz hi noui.

   War ma daoulinn ec’h on stouet,
Gwalc’h ma c’halon em eus goelet.

   P’oa êt ann dud e-mès ar gambr,
Me da vuele ma dousic coant ;

   Ha ma mestrès o lâret d’in :
« Na oelet ket ’balamour d’in !

   « Cloarec iaouanc, mar am c’haret
« ’Balamour d’in na oelet ket.

   « Goelet ’blamour d’ar Messias,
« Zo marwet ’wit-omp war ar groas. »

   N’ da ket ho gir peurachuët,
Ma mestrès coant a zo marwet.

   Ar veleien, en gwenn gwisket,
A gass ma dousic d’ar verred ;

   Ar veleïen, gwisket en gwenn,
A ia ’n eur ganan, dre ann hent ;

   A ia biou ann hent ’n eur ganan
Me ’ia dre ’r parcô, ’n eur oélan ;