Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/376

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 320 —


   N’eo ket ’n ho ti, tavarnourès, (ter)
Am boa me choaset ma mestrès :

   Me ’m boa hi choaset tostic d’in (ter)
Eur vrao a blac’h, plijout ra d’in ;

   N’oa ket balamour ma oa coant, (ter)
Plijout a re d’am zantimant.


Canet gant Mie Ane ann Noan.

______________



MAB AR BOUREW
____


   Eun den iaouanc deuz a Baris,
’Deût da Landréger da vourc’his,

   Hen eus choazet da vestrès ker
Brawa plac’h iaouanc ’zo en kêr,

   A vadou hac a galite,
Brawa plac’h iaouanc ’zo er c’hê.

   Ann den iaouanc a c’houlenne
Deuz he vestrès, p’hi zalude :

   — Ma mestrès kêr, d’in leveret,
Pegoulz e vefomp dimezet ?

   — Ze na glewfet ket, ’wit fete,
Ken ouïn doare ho ligne.

   — Mar peus calz a c’hoant d’hen clewet,
Doare ma ligne a ouifet.

   Et da gaout eun orolacher
Pini a zo aze, en kêr ;

   Pini a zo aze en kêr,
Hennès anve, neï en antier.

   Ar vourc’hizès a vonjoure,
’N ti ’n orolacher p’arrue :

   — Debonjour d’ac’h, orolacher !
Doare ’r parizian, ’zo en kêr.