Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/360

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 304 —


   Piou honnès gant hec’h abit wenn?
Dansal a ra ’vel eur bizenn. (bis.)

   — N’eo honnès ar benherès coant,
A zo o tansal gant he c’hoant. (bis)

   Ar c’homt, evel m’hen eus clevet,
He doc diwar he benn ’n eus lemet ; (bis.)

   He doc diwar he benn ’n eus lemet,
Ar c’hloaregic ’n eus saludet : (bis.)

   — Na salut d’hec’h-hu, cloaregic,
C’hui rofe d’in ’r benherezic ? (bis.)

   D’ober eun danz bac eur bale,
D’euz ma c’hostez, el leur-nevez ? (bis.)

   Ar c’hloaregic, p’hen eus clevet,
D’ann aotro hen eus lavaret ; (bis)

   — ’Vit-hi d’veza ganen el leur-nevez,
Me n’on ket mestr d’he bolonte. (bis.)

   Ar benherès, pa deus clevet,
Er c’hloarec a-vriad eo croget : (bis)

   — N’eo ket heman hor foc kentan,
Ann diwezan eo, a gredan. (bis.)

   Ar c’hloaregic, p’hen eus clevet,
He fri da voada ’zo commancet ; (bis)

   Ha gant ar c’heuz d’ar benherès,
Eno war al lec’h ê marvet. (bis.)

   ’N aotro ar c’homt ’zo eun den mad,
Laca hen cass da di he dad. (bis.)

   — Dirazoc’h hol, bihan ha braz,
Hec’h a ganen ar benherès ; (bis.)

   Dirazoc’h hol, coz ha iaouanc,
Hec’h a ganen ar plac’hic coant. (bis.)

   M’hi lacaïo ’n cambr ann itron,
Hac hi hanvo a Gergudon.


III


   ’N aotro ar c’homt a lavare,
Euz he garronz pa diskenne ; (bis)