Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 286 —
III
Ivonnaïc a vonjourè,
En Goazhamon pa arrue :
— Reït d’in scabel da azean,
Serviedenn d’em dic’houezan ;
Serviedenn d’em dic’houezan,
Mar ben-me merc’h-caer en ti-man.
Mamm ann aotro a lavaras
D’Ivonnaïc, pa hi c’hlewas :
— Merc’h-caer ama na vefet ket,
Mot da c’hortos well’ da donet ;
Met merc’h ar c’homt a Lanhuon,
Honnès a vô aman itron.
IV
Pa oa bet tri miz bars ann ti,
Commanz Ivonnaïc pommeï.
Aotro Goazhamon a lâre
D’ivonnaïc, eun dez a oe:
— Parti, Ivonnaïc, pa gari,
N’ioullan ket a verc’hed em zi ;
N’ioullan ket a verc’hed em zi,
Na pa deu d’ezhe pommeï.
Canet gant Mari-Jeanne An Thao, euz a Donquédec, 1873.
______________