Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/330

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

   Eur rozenn euz ar gaera
War he bez ’zo savet,
   Ma lavar ann dud iaouanc
Rozenn ann eurusted.


Canet gant Jannet Kerguiduff, à Taulé 1850.

______________



PENHERÈS PENNANEC’H
(GWEZ KENTA)
____


   Falla maneur a ris biscoaz
A oa cousked gant eur manac’h.

   Gant eur manac’h am eus cousket,
Hennès hen eus ma rouinet.

   Balean dre-hol dre ma bro,
Lârer manac’hès ac’hanon.

   Me em visko en passemant,
En aour melenn pe en arc’hant,

   Hac hec’h in neuze da Baris,
Da zaludin ar Roue Louis.

   ’Vel mac’h antreïnn bars en kêr,
Creno ar pave en antier,

   Ken a lavaro ar Roue :
— Jesus ! arri ’zo eun armé !

   Na eo ket eun armé ez ê,
Penherès Pennannec’h, ’on-me ;

   Me ê penherès Pennanec’h,
A zo perc’henn en meur a lec’h,

   Hac a zo pell zo o vale,
O clasq unan ma eureujfé.

   Na gavan den capabl da ze,
Nemetoc’h, ma Roue, a ve?