Pa oann war bont ann Naonet,
Lon la !
Euz a em divertissa,
Ma luron lurette !
Ma luron lura !
Ha me rancontr ma mestrès
War ar pont o ouela.
Ha me c’houlenn digant-hi :
— Petra eo d’eoc’h gouela ?
— Ma gwalenn aour, emezhi,
’Zo couezet er mor, ama.
— Petra rofet-hu d’in-me,
Ha me ’iel d’hi zapa ?
— Hanter cant scoed, emezhi,
Roïn, a galon vad.
Hac ar c’henta plonjadenn,
N’hen eus gwelet netra ;
Ha d’ann eil plonjadenn,
Er sabran eo touchet ;
Ha d’ann dervet plonjadenn,
Ar walenn ’n eus touchet ;
D’ar bedervet plonjadenn,
He galon ’zo beuzet.
He vamm a oa er prennestr,
O sellet diout-han :
— Ha possubl’ve, einezhi,
A ve ma mab beuzet !
War ann aod ann Naonet,
He gorf ’zo bet cavet ;
Bars en berred ann Naonet
Ez eo bet douaret.
War galon ann den iaouauc,
Eur wezenn a zo savet ;
War galon ar plac’h ioouanc,
Eur rosenn a zo savet,
El lec’h e tiskenn bemdez
Roue al laboused ;