Evel eur pesketer ve he vag o veuzin
Tôlet war ar garec, n’all mui sauvetaïn ;
Evel eun houadez êt da fonz ar mor dôn,
Ê mânet ma c’halon hep consolasion ;
Evel eun houadez a vale war an dour,
Ez on beuzet em daelou, hep galloud caout zicour ;
Evel eur c’harzed-fleur, carget deuz a louzou,
É carget ma c’halon deuz a huanadou.
Chaden an amitie ’zo eur metal ar padussan,
Ret ê a ve diamant, na pa na deu da uzan :
An houarn hac an dir a uz, gant an amzer,
Mes biken na ve toret diou garante fidel.
Arsa, camaraded, deut brema d’am assistan ;
Me a wel sclezramant na allan mui resistan.
Pa glewfet a vin maro, pedet gant ma ine,
’Wit ma ’c’h in d’ar bed-all, war lerc’h ma c’harante !
Gwez-all, pa oann bihanic,
Digodon tonton !
Er gêr, en ti ma zad,
Mérino ma dondon
Er gêr, en ti ma zad.
Me oe casset d’ar golach,
’Vit beza disquet mad.
Pa oe deut poent ar medi,
Me oe kerc’het d’ar gêr,
Nac evit mont d’ar pardon,
Da chapel sant Mikel.
Me ’m boa eur c’hamarad euz a dostic d’am zi,
Ha me monet d’hen pedin evit donet ganin.
Pa oann c’hoarvezet eno,
Ver gant ar gouspero.