Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/310

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 254 —


En Kercabin a zo eur gambr
Carget a walijer arc’hant,
Gwalijer arc’hant ha re aour,
Ewit trompla ar merc’hed paour.


Intanvez Passé. — Runan, 1884.


___________


VARIANTE


Une leçon donne le refrain suivant :

   Na gambriolet ket, merc’hed,
      Na gambriolet ket.

Na ’n eus plac’h iaouanc en Plouëc
Na deus en Kergabin cousket,
Met mates vihan Coat-ar-Zant,
Hag ar gemenerès iaouanc.

Na ’n eus plac’h iaouanc en Plouëo
Na deus en Kergabin cousket,
Met honnont, Fantic ar C’harseur,
Pehini ’zo bet er C’hoat-Meur.


___________



CLOAREG ROZMAR[1]
____


I


   Me glew ar c’hloarec o c’huistellad,
O lacad an dour war brat he dad,

   Na mil vad a ra d’in hen clewet,
Da c’hortoz an amzer d’hen guelet.

   Pa ’z ia ar c’hloarec d’ar pardoniou,
Ve ar muscaden en he votou ;

  1. Il y a une maison noble de Rozmar, à Quemperven, arrondissement de Lannion.