— Otro Doue ! ma Doue ! n’ gavfen ket cannader
Hac a gasfe ewit-on d’am dous coant eul lizer?
Gasfe d’ezhan eul lizer ve scrivet gant ma goad,
’Wit ma ouïo ma mignon darn deuz ma c’halonad.
— Na, ma c’hoar Fanchon, scrivet ho lizero, pa gerfet,
Eur c’hannader ’wit ho c’hass d’ac’h-c’hui na vanco ket...
— Na demad d’ac’h-c’hui, tad cri, tad cri ha dinatur,
C’hui resevfe eul lizer deuz dorn ho crouadur ?
C’hui resevfe eul lizer deuz ho merc’h Franseza ?
Lavaret deus d’in e-man ’n hec’h amzer diweza.
He zad o clewed se a ra réflexion ;
Daoust pegen cri ez eo, ê touchet he galon ;
Hac hen o pignel neuze na d’he gambr huëllan,
’Chomm eur momedic amzer, ewit em studian...
— Dâlet, ma c’hoar Fanchonic, dâlet al lizer-man,
Commerret scabel da lenn ar pez ’zo war-n-ezhan.
— Ha te, ma breur, emezhi, commer lanz pe gleze,
Ewit treujin ma c’halon, poan na ri ket d’in-me !...
Me a zavo eun dourel war vordic ar mor don,
Hac a welo ac’hane demarcho ma mignon ;
Ha me a welo du-hont lestr newe o tonet,
Hac en honnes a vezo ma dous muian caret ;
’Bars en honnes a vezo, ma dous, ma gwir vignon,
An hini hen eus plantet eur pognard em c’halon !...
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Kent ’wit finissan ma zôn, am eus c’hoant da lâret
Eur gir war ar garante ’ntre pôtred ha merc’hed.
Carante ar pôtr iaouanc ’zo pluenn war an dour,
Eur zantimant goloët hac eur speret treitour.
Carante ar plac’h iaouanc a zo scanv ’vel ar pell,
A dremen en eun instant, gant eur barrad awel !