Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/298

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 242 -


   « Arru an abardaë, poent ê d’imp discuiza,
« Zonet ec’h ê cloc’h ar pred, poent ec’h ê d’imp coania.

   « Goude, nin a goncluo petra a vezo grèt :
« Rèd a vo scriva lizer na d’ho mocrebezed ;

   « Rèd a vo scriva lizer na d’he moerebezed ;
« Ewit ma merc’h Margodic a renkin da gavet.

   « Warc’hoas vintin, pa zavin, me scrivo da Wengamp,
« Da gerc’hed an archerrien, oh ! ia, incontinant.

   « Neuze ’c’h in da gâd ar gwaz p’hini ’n eus hi laeret ;
« Ewit ma merc’h Margodic a renkin da gavet ;

   « Ewit ma merc’h Margodic d’in-me zur a rento,
« Ha mar na ve ket crouget, ec’h ei d’ar galeo ! »

   An dewarlerc’h pa zavas, ec’h es da gâd ar gwaz :
— « Clewet am eus Margodic a zo laeret ganac’h ? »

   — « Gwir eo : ho merc’h Margodic ha me a nem garrie ;
« Mar vec’h prest d’hon eureuji, marteze ’n em rentfe.

   « Ma rafen eur griaden d’am dous, d’am c’harante,
« Ouspenn seiz leo tro war dro ma mouez anavefe.

   « Mar na glewfe kel anon, me allfe monet c’hoas
« Da gichen eur goz ween a zo en Lann-Golvaz,

   « Pe da ilis ar Feunteun, ha hi ma c’hlewfe prest.
« Mar n’e man en Landerne, hi a zo êt da Vrest.

   Mont ra an ôtro d’ar gêr, pa n’alle goût netra ;
Ar person a zo furroc’h a deu ive brema,

   Ha war digare farsal, hen eus lâret d’ar gwaz :
« Me a oar kercouls ha c’hui pelec’h e-man ar plac’h.

   « Breman pa c’h eus hi laeret, c’hui renc hi eureuji,
« Pe na pô ket da vale neblec’h e lec’h ma vin. »

   — « Ya zur, p’am eus hi laeret, on prest d’hi eureuji,
« Ha me nem gavo ganec’h elec’h ma larfet d’in.

   — « Mar na gredet dont en de, deut en noz, mar caret ;
« Ma ve zerret an ilis, c’hui chommo er porchet. »

   An dewarlerc’h pa zavas, ’c’h a gant ar feumeulen,
Ewit mont da eureuji da ilis Sant-Jermen.

   Pa oant erru er verred, he breur, he mamm, he zad
A lemas ar plac’h iaouanc digant he c’hamarad ;

   He breur a oa iaouancoc’h a neus lâret ractal :
« Heman a zo eun tôl vil a teus grêt d’imp, ma c’hoar !