Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 230 -


   Cotillonenn d’ar vagerès ha maillurenn d’ar mab,
Cant scoed e-penn ar c’havel, da lacad luskellad.
M’ho pije roët d’in-me eun drouc-pedenn bennac,
Tanfoeltr bikenn, minorès, n’ho poa gwelt ma daou-droad !


Canet gant Marc’harit Fulup, 1868.


______________



YVONAIC
____


I


Tostaët hol, tud iaouanc, ha c’hui ’glevo canan
Eur zonic divertissant ’zo zavet er bloa-man,
’Zo grêt d’eur plac’hic iaouanc an oad a bemzec vloaz
Hac a zo bet anlevet an noz kenta ar bloaz.
Ha m’oc’h euz c’hoant da glevet penôs c’hoarveas se,
Tad ar plac’h-man oa mânet clanv fall war he wele.
Yvonaïc c’houlenne, eun dewez, ouz he zad :
— Ho conje da zimezi, ’mez hi, ma ve d’ho crad ;
Ho conje da zimezi, ’me ar plac’h, a fell d’in,
D’eun amunuzer iaouanc a barrez Sant-Gily ;
D’eun amunuzer iaouanc a barrez Sant-Gily ;
Dont a ra d’am darempred ha plijout a ra d’in.
— Me ’zo, eme ar pôtr coz, dalc’het gant ar c’hlenved,
Ouspenn, te rô d’in chagrin ha nec’hi ma spered,
Te ’c’h a da gomer eun den an izella degre,
Ha te oc’h allout caout unan deuz da ligne.
Te ’c’h a da gomer eun den an izella degrad,
Ha te oc’h allout caout eun den a ligne vad...


II


Iann Raizon a lavare d’he vewel, an traïtour :
— Gra d’in caoul ar bennherès, mar alles ma zicour;
Gra d’in caoul ar bennherès, en despet d’he ligne,
Ha me roïo dit dec scoet da gad dillad neve (bis)