— Lest ho preur cloarec dengentil,
Ha pa ve ganthan cleze dir ;
Ha pa ve ganthan cleze dir,
Deuz eur scoet hen eus, me’m eus mil ;
Me’m eus eun ti en Landreger,
Tric’huec’h milin war eur rivier,
Ha tric’huec’h milin war eur stang,
Hac a val hol gant neud arc’hant.
Ar prennechou en aour melen,
Ann orojo en arc’hant gwenn.
Pemp mil scoet ar bloaz a leuve
N’eo ket an hol ’n eus anezhe.
Hol e vezont d’ec’h, Aliet,
Mar caret dont d’am c’homerret.
— Otro, he tad raïo marvail,
’Welet he vab o paëa tail,
Stouet ’bars an iliz, izel,
Ha c’hui savet a voad huël.
Otro, diskennit, deut en ti,
Lakit ho marc’h er marchossi ;
Lakit ho marc’h er marchossi,
Reit foën ha kerc’h d’han da zibri.
Tapet ho torn bars ma hini,
Ma ’c’h amp hon daou da dimezi ;
Ma ’c’h amp hon daou da dimezi,
Ha goude-ze, da eureuji.
(Caroline ar Bouill, Euz Duaut.