’N otro lâre d’ezhe bepred :
— Tawet, merc’hed, na oelet ket !
Tawet, merc’hed, na oelet ket,
’Wit ho puhe na golfet ket,
’Wit ho puhe na golfet ket ;
Met oc’h enor na laran ket.
— Gwell eo ganin merwel mil gwech,
Ewit coll ma enor eur wech,
Rac an enor, pa ve collet,
Ewit arc’hant n’hen caver ket !
’Wit laket ’n taboulin tro kêr,
’N enor kéz na deu ket d’ar gêr.
Ha lost ar c’haz war ar min-glaz,
’N hini oar homan a oar c’hoas ;
Ha gar ar gazec war ma scoa,
Me ’m eus hi lâret ’wit netra ;
Ha lost ar big war an drezen,
Setu achu ma c’hanaouen.
(Mab Lucas).
Chileuët hol, o chileuët
Eu sonic nevez ’zo savet,
Da Varc’harit oc’h Kergluyar,
Proprican plac’h war ann douar.
Hac he mamm a lâre d’êhi :
Marc’harit keh, coantic oc’h-c’hui !
Petra vern d’eing bud e ken brao,
Pa n’am dimezet ket atao ?