— Hac ’ve ken liès ’blac’h er vro
Hac a zabrénen a zo er mor,
Me n’am bô hini anezhe,
P’eo gwir ê marw ma c’harante ;
Biken euret n’vô war ma fenn,
P’ê marw Mari ar Penduenn.
Mari Hulo, à Plouaret.
Selaouet hol, hol selaouet
Eur bâl ’so newez gomposet (bis)
Tiridi-tiridei, dei, dei, lam-toura
Toura tra la lei !!
Eur bâl ’so newez gomposet,
Da verc’hed Kergroaz ez eo grêt.
A zo grêt da verc’hed Kergroaz,
O vont en noz da c’hoari ’r vaz.
Treuzi reont diou ster, pe der,
’Tont d’ann nozwez da Draon-Maner.
En Traon-Maner p’int arruet,
N’eo ket da zansal ez int et ;
Êt int d’he gambr gant ann otro,
Da c’hoari ’n dinz hac ar c’harto.
N’oa ket ’n nozwez peurachuet,
Fortun ar merc’hed a oa grêt.
Ar merc’hed paour-man a oele,
Na gavent den ho c’honzolje ;
Na gavent den ho c’honzolje,
Med an otro, hennès a re.